Pell
♪ Kenavo, ken ar wech all
Kas a ran ma nec’h ha ma esper ganin
Pa’z in en-dro, ur mousc’hoarzh war ma muzelloù, sevenet e vo ma huñvre ♪

 

Setu… ur mizvezh zo e oan erruet e Tôkyô goude 18 eurvezh e-bourzh ur c’harr-nij. Dija ! Tremen a ra buan an amzer ! C’hoant ‘moa ober ur bilañs diwar-benn ar miz kentañ. Hop, deomp dezhi !

Ne oa ket aes e penn-kentañ miz dû. Ne oa ket gant ar bro rak bro Japan eo bro ma c’halon. Amañ, emaon er gêr, tout an traoù zo normal evidon. Met ne oa ket aes gant ma statut. N’on ket ken un tourist. Emaon o chom amañ bremañ. Ha n’eo ket memestra !

Araok e c’hellen mont un tammig e pep lec’h, pell, gant an tren. Aes e oa ha marc’hat mat ivez gant ar JR Pass. Echuet eo bremañ ! Gallout a ran beajiñ evel just, met ker kenañ ! Ma ‘meus c’hoant beajiñ e vefe gwelloc’h mont gant ur c’harr-boutin… pe ur c’harr-nij peogwir ez eus meur an aergompagnunezh « low cost » amañ. Kaer eo ivez ar metro. Setu perak ‘meus prenet ur marc’houarn. Plijout a ra din kalz ober pourmenadennoù gantan.

Bremañ e c’hellan keginañ ivez. Bihan eo ma c’hegin met gallout a ran ober traouig memestra. Siwazh, frouezh zo kaer. Al legumaj zo marc’had mat eüruzamant. Dizoloiñ a ran legumaj nevez (skrivañ a rin ur pennad diwar-benn al legumaj diwezatoc’h) ha dedennus eo gouzout penaos eo ret debriñ al legumaj-se, eus pelec’h eo al legumaj-mañ… Ne ‘meus ket c’hoant prenañ legumaj ha frouezh eus departamantoù skignet gant an nukleel.

Gwelloc’h eo an traoù ganin bremañ. Deuet eo aesoc’h !

Graet ‘meus traoù fentus e-pad ar viz kentañ mañ :

Bet on bet er c’haraoke gant mignoned. Skrivet e vo ur pennad ganin diwezatoc’h diwar-benn ar c’haraoke peogwir disheñvel eo eget e Bro C’hall. Amañ, e bro Japan, fentus kenañ eo. N’eo ket kaoc’h kazh ! Kanañ a rez mat ? Kanañ a rez fall kenañ ? N’eo ket strikt ! An holl zo amañ evit kaout fent ! Plijout a ra din kalz mont er c’haraoke !

 

Bet on bet er sinema ivez. Ar film kentañ a oa « Al loened marvailhus ha beaj ar strobineller « , « Les animaux fantastiques » e galleg ha ファンタスティック・ビーストと魔法使いの旅 e japaneg. Istoar Norbert Dragonneau, skrivagner ul levr studiet e Kerambreoù (Harry Potter). Tu a oa sellout ouzh ar film e saozneg, trugarez d’ar Japan ! Plijout a rae din ar film-mañ. Fentus ha brav e oa.

An eilvet film a oa « 疾風ロンド, Shippû Rondo. N’ouzon ket penaos e vez lâret e brezhoneg. « Barr-amzer ronde » (ronde evel e sonerezh) ? Istoar Kuribayashi Kazuyuki, klasker en ul laboratouer e skol-veur. Labourat a ra war un arm gant bakterioù (enep al lezenn). Un devezh, an arm zo laeret. Mat eo ar film. Farsus eo, gant kalz farsig-farzoù. Abe Hiroshi zo fentus kenan.

Debret ‘meus kalz a traoù ivez, evel just. Curry, sushis, râmens, gyôzas, krampouezh, skornioù… Mat tre e oa ! Met gwelloc’h eget gerioù… fotoioù ! !

 

Ne ‘meus ket graet kalz a traoù evit kregiñ, met n’eo ket strikt, graet ‘meus traoù pouezhus evidon !

N’eus ket « ur japan ». Kalz Japan(où) zo ! Ma beaj, da veaj, o beaj… tout ar beajoù zo disheñvel. Kroget eo ma beaj abaoe ur miz… Penaos e vo ?

 

♪ : « Haruka » – Greeeen

2 thoughts on “Ur mizvezh e Tôkyô

  1. N’ouzon ket peanso e lavarer « Bloavezh mat » e brezhoneg met hetiñ a ran ur bloavezh mat dit e Bro-Japan. N’anavezan tamm ebet ar vro met ma raktres beaj hañvezh 2017 eo. A-drugarez dit e c’hellin rakwelout tamm-pe-damm ar pezh a c’hortoz ac’hanomp ! Ul lenner feal e vin eta !

    1. Trugarez dit !
      Ma digarez, tout ar blog e brezhoneg zo… toast marv! Ret eo din skrivañ ha skrivañ c’hoaz !
      Pegoulz e vi gwelet eno ? Gouzout a rez dija ?

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *