365 devezh karr-nij paper

♪ An huñvre ‘meus abaoe pell
Eo bezañ ur plac’h
Hag a ra e deus c’hoant ♪

Erruet on bet e Bro Japan ! C’hoant ‘moa skrivañ traoù araok mont kuit met an amzer a dremen re vuan ! Ha setu-me e Bro Japan evit ur bloavezh. Pell eus ma Breizh, met tost eus ma c’halon !

Goulennet ‘meus ur viza vakansoù-labour. Tu zo goulenn anezhan e kannad Pariz (ma chomit e Breizh) araok ho  31 bloaz. Gant ar viza-mañ ez eus tu beajiñ ha labourat e-pad 1 bloavezh. C’hoant ‘moa ober se abaoe pell. 2016 zo ar bloaz !

Aet on kuit eus Breizh d’al lun 7. Kenavo ma bro ! E Pariz e oa yen an amzer, spontus e oa ! Gwelloc’h e oa er c’harr-nij. Siwazh, tapet ‘meus an droug-aer… Dreist ar beaj ! Eüruzament e oa gwelloc’h goude bezan da gousket. 12 eurvezh bezañ klañv, ne vije ket bet mat !

Erruet on d’ar meurzh goude merenn. Bet on bet e Minami-senju (norzh-reter Tôkyô) en ur c’hambr bihan kenañ : 3m² mui pe vui! Evit un nozvezh e vo mat. Ha pegen plijus e oa en em gwalc’hiñ !

D’ar merc’her on bet betek un ti en tu bennak e Tôkyô. Ma zi evit ar 6 miz da zont ! Ma Gwenn ha Du zo ganin, ma fourmaj-kig Henaff ivez… Preist on evit an avantur !

♪ « 365 nichi no kamihikôki » – AKB48 – Adkanet gant Goose House

 

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *