Caro Line on, anvet Impou ivez war Internet. E 2015 ‘m eus desket brezhoneg, un huñvre ‘moa aboe pell. Pegen plijus eo komz e brezhoneg gant ma mamm-gozh, brezhonegerez a-vihannic ! Gouzout a ran ma brezhoneg n’eo ket disi, ma digarez evit tout ar fazioù a vo graet ganin !
Dizoloet ‘m eus Japan pell zo. Plijout a ra din kalz « Olive ha Tom » (Captain Tsubasa e japaneg), met ne oa ket gant Son Goku « Kame Hame Ha » pe Olivier Atton « Delienn Sec’h Tennadeg » ‘meus dizoloet ar vro, evit lâr ar wirionez. Dizoloet ‘m eus Japan pa oan 17 bloaz, gant ar skritur. Kavet ‘meus anezhi brav kenañ.
E 2009 on bet e Japan evit ar wech kentañ. 22 vloaz e oan hag ur plijadur vras e oa. Pell eus ma breizh eo met ar vro eo ma zi. Bro ma c’halon. Bet on bet du-mañ e 2011, 2012 ha 2014. 4 beaj met ar memes c’hoant : dizoloiñ. Gant mignoned, Japanad pe Gallaoued, gant ma-unan peurliesañ. Bep wech eo ar beaj brav. Bep wech eo an distro diesoc’h-diesañ.
Bep wech e skrivan war ma blog ma beaj. Evit ar familh, ar mignoned, ha me ivez.
Petra eo Yoroshiku ! ?
Krouet ‘m eus Yoroshiku ! e 2014 evit beaj ar bloaz-mañ. Evit ur raktres ivez. E-tre 2014 ha 2016 Yoroshiku ! a oa tost marv… adevevañ a ra breman !
2016, ur pajenn nevez e-barzh ma buhez : ma frogramm vakansoù-labour (pvl). C’hoant em befe, e-pad ar vloaz, meskañ ar sevenadurioù eus Breizh ha Japan. Kouign-amann, festoù-noz ha brezhoneg ha sevenadur pinvidikoc’h ha sushi pe manga hepken. Mont a rit ganin ?
Petra a dalv Yoroshiku ! ?
Yoroshiku (pe Yoroshiku onegaishimasu evit bezañ sevenoc’h) eo un droienn pouezhus e japaneg, implijet kalz gant tout ar Japanad. Diaes eo lâr petra a dalv rak ez eus meur a troidigezh : « Plijet bras on en em gavout ganeoc’h » da skouer. Implijet eo ivez echuiñ ul lizher pe evit trugarekaat evit un dra war ober pe da zont.
Setu perak ‘m eus c’hoant lâr se :
よろしくお願いします。Yoroshiku onegashimasu