An dibenn-sizhun tremenet (18-20 a viz du)  e oa an « Iga Ueno Ninja Festa » e park Ueno, Tôkyô. E-pad tri devezh zo deuet ninjaed eus Park Ueno e kêr Iga (Mie Departament, kreiz-reter Japan, e kichen Meurvor Habask) betek Park Ueno e kêr Tôkyô ! Perak eus Iga ? Peogwir eo Iga lec’h ganedigezh an ninjaed hag an ninjutsu, arz an ninjaed.

iga-ueno-ninja-festa-yoroshiku

Kalz ninjaed moutig roz ha melen ha ruz a oa e-barzh ar park. Stalioù boued ha tourism a oa e pep lec’h.

iga-ueno-ninja-festa-ninja iga-ueno-ninja-festa-stands

Abadennoù ninjaed, c’hoarioù pe deskoni shurikened a oa. Gwelet ‘meus ur stourm etre daou ninja. Fentus e oa !

iga-ueno-ninja-festa-yoroshiku-2 iga-ueno-ninja-festa-2-yoroshiku

Goude-se, bugale o deus dañset, gwisket evel ninjaed. Mat e oa. Moutig ivez peogwir ur plac’hig (5-6 bloaz marteze) a oa o zañsal gant tout e c’halon. Brav e oa he mousc’hoarzin !

iga-ueno-ninja-festa-danse-yoroshiku iga-ueno-ninja-festa-danse-2-yoroshiku

Debret ‘meus yaki-udon spiset. Udon zo toazennoù gwinizh. Yaki a dalv fritet. Yaki-udon zo kreginet gant chaous soya, kaol ha kig-moc’h. Mat kenan e oa ! Ul lip-e-bav !

iga-ueno-ninja-festa-yaki-udon-yoroshiku

Un ninja ? Petra eo un ninja ?

Ninjaed a oa tud hag a oa ober traoù disheñvel : spioniñ, lâret gaou d’ar enebourion, drouklazhañ tud… Arzh ninjaed zo anvet ninjustu, hag a dalv « arzh an didrouzh ».

Brudet int bremañ rak kalz filmoù komz diwar o fenn. Naruto, ur manga hag un anime brudet kenan a gomz diwar-benn an ninjaed ivez.

M’ho peus c’hoant dizoloiñ an ninjaed, kit e Iga. Ur mirdi hag ur c’hastel zo eno. Abadennoù zo ivez ha tu zo gweskiñ evel un ninja !

Lec’hienn kêr Iga (saozneg)

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *